Ober ur staj

Degemeret eo stajidi alies ganeomp met da vare labour advouezhiañ nemetken.

E-pad ar prantad staj e c’helloc’h dizoleiñ an advouezhiañ hag eskemm e brezhoneg gant hor c’homedianed.

Diwallit memes tra, an implij-amzer n’eo ket anavezet kalz en a-raok hag a c’hell fiñval.

Furoc’h eo kaout meur a ginnig staj rak ken buan all e vefec’h hep staj.

Ma n’ho peus ket kavet ur staj all e vo posubl ober unan e Dizale m’ho peus ar barregezhioù-mañ :

  • Kehentiñ diavaez liammet d’ar rouedadoù sokial
  • Anaoudegez SEO
  • Mestroniañ Adobe
  • Anavezout mat WordPress
  • Ar c’hemmesk son ha video
  • An istitlañ

Evit goulenn ur staj, trugarez da gas ul lizher emginnig hag ur CV deomp (e brezhoneg hag e galleg).

KAS UR POSTEL