“Serr-Noz” an heuliad kembraek

Serr-Noz

Serr-Noz

Aberystwyth, war aodoù kornôg Bro-Gembre, ur vro didro ha brav ken-ken e-lec’h ma vez diaes goût an diforc’h etre amzer dremen hag amzer a-vremañ… Er bed moug-se eo emañ ar penn-enseller Tom Mathias o vevañ. Ur gwaz speredek-kaer eo, met trubuilhet-bras eo gant darvoudoù kozh e vuhez. He sekredoù dezhi he deus ivez Mared Rhys, e genlabourerez. Ur skipailh efedus-mat zo deus Tom Mathias, paotr Londrez, ha Mared Rhys, a orin deus ar vro, evit dont a-benn deus un enklask diaes a-walc’h. Un heuliad polis lusk ha barzhoniezh ennañ eo Serr-Noz. Richard Harrington, Mali Harries, Alex Harries, Hannah Daniel hag Aneirin Hughes, an holl anezhe komedianed brudet e Bro-Gembre, a vez adkavet a rann da rann.

Filmet eo bet e Bro-Gembre e tri stumm war ar memes tro, ha skignet e kembraeg war S4C, e kembraeg/saozneg war BBC Cymry-Wales, hag e saozneg war BBC Four.

E kazetennoù Breizh-Veur eo bet lakaet an heuliad Serr-noz par-ouzh-par gant heuliadoù polis Skandinavia, e-giz The Killing pe Wallander (bet gwelet war ARTE), pe c’hoazh Bron (bet gwelet war Canal+). War chadennoù Norvegia, Finland, an Izelvroioù ha Belgia eo bet skignet Serr-Noz dija, hag en ur dremen dre Vreizh eo e c’hallo skeiñ etrezek Bro-C’hall, a-benn ar fin.

Skignet eo bet rannoù ar c’houlzad kentañ dre Tébésud, Tébéo, TVR (gant istitloù e galleg) ha dre al lec’hienn Brezhoweb (hep istitloù e galleg) e-kerzh mizioù C’hwevrer ha Meurzh.

Tu zo sellet ouzh ar film : amañ.

 

No Comments

Post A Comment

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.