SKOLVOD

Adalek 6 vloaz

Tañva

MARVAILHOÙ A-BEMPOÙ

“Penaos adijinañ ar marvailhoù en un doare fentus ha speredek war un dro… 

Lakaomp e vefe Kabellig Ruz ha Gwennerc’h mignonezed a-gozh…

Hag e stourmfent a-gevret d’en em zizober diouzh preizherien varnaoniek pe diouzh ur vamm-gaer c’hoantoù drouklazhañ ganti. Ha petra rafe Jakez (hini e favenn hud) m’en dije Luduennig da amezegez koant ?

An istorioù-se eo a vez kontet deomp gant ur bleiz tres un dandy warnañ…”

Adalek 2 vloaz

Tañva

ZOG

“Un aerouant yaouank entanet met dizampart zo eus Zog. E skol an erevent e vez desket gantañ nijal, krozal, tufañ tan hag en em gannañ. Ha dreist pep tra, evit peurlipat e zeskadurezh : tapout ur briñsez.”

RAZH AN HENT-BRAS

“Kontañ a ra istor Razh an Hent-Bras troioù-kaer ur razh don e gof, sot gant ar gwastilli, ar c’houignoù, ar gwispidoù ha kement lipouzerezh sukret zo. En ur vont d’ar pevarlamm a-hed an hent-bras e klask war-lerc’h madigoù-dous da laerezh, betek na vefe trenket e soubenn da viltañs e veg sukret.

Un istor klezeiata, laeroñsi ha gwastilli hag a blijo kerkoulz d’ar re vras ha d’ar re vihan.”


SKOLAJOÙ

DA ANV

“Ur grennardez eo Mitsuha, a zo o chom war maez, karg hengoun he familh war he chouk. Ur vuhez all ‘blijfe dezhi bevañ pell eus ar menez, e Tokio ar ger vras he aergelc’h horos. N’he dije ket ijinet bevañ ur vuhez-ker dindan tres…

Taki, ul lisead yaouank eus Tokio, ha koulskoude…

‘Dreuz he hunvreoù en em gav Mitsuha soubet penn-kil-ha-troad e buhez an den yaouank, etre e vignoned lies hag e labour-studier en ur predti italian. Ken soubet eo ken e kred dezhi ‘mañ o vevañ ur gwir vuhez all zoken. Ha marzhusañ c’hoazh a zo : kompren ‘ra e c’hoarvez ar memestra gant Taki p’emañ o hunvreal en ur vuhez hengounel ‘kreiz ar menezioù, dindan tres…ur plac’h yaouank !

Un darempred divoutin a sav kenetrezo, kenetre o c’horfoù a aloubont a bep eil korf egile. Diwar peseurt kevrin e vagont o-daou an hunvreoù divoutin-se ?

Dre beseurt burzhud en em gavont unanet o div blanedenn a zo ken pell an eil eus eben ?”

ENSKRIVADUR

KAS UR POSTEL