mars 2022

Ankoueet eo bet pevar fenn-legumaj en ur jardrin. Patoenn, an hini fri furch, a ya war glask ar jardrinier, met kollet e hent gantañ etretan.Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet en un ti gwer kurius a-walc’h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ…...

Mignoned eo Lapin ha Gwiñver. Begoù lipous int ha lontek zoken.Blazioù disheñvel o deus koulskoude, pezh a zegas chikan etrezo.Mouzhet eo ar gwiñver, dilojañ a ra e-pad a noz ha paket e vez gant al louarn…Faltazi ha mignoniezh a gaver ouzh taol er gomedienn-se zo...

E tavarn ar c’hoadoù en em vod an holl loened da selaou, gant aked, ouzh ar marvailhoù a vez kontet gant ar mulod. Ken dister hag e seblant bezañ, eo hemañperzh brudetañ ar c’hoadoù e gwirionez. Ha troioù-kaer en doa eñ bet graet avat ! Bet...

Emañ Yann Vazhig o chom er wezenn familh, gant Chann Vazhig Gaezh hag e re vihan, bizhierigoù koant, hag emañ o vont da vevañ troioù-kaer a vare-bloaz da vare-bloaz hag a gaso anezhañ pell diouzh ar gêr. Hag e adkavo e familh e koulz evit...

Kontañ a ra istor Razh an Hent-Bras troioù-kaer ur razh don e gof, sot gant ar gwastilli, ar c’houignoù, ar gwispidoù ha kement lipouzerezh sukret zo. En ur vont d’ar pevarlamm a-hed an hent-bras e klask war-lerc’h madigoù-dous da laerezh, betek na vefe trenket e...

O kampiñ ez eus ur sorserez jentil hag he c’hazh, e-kichen ul lenn. Dorloiñ a ra laouen ar sorserez ur meskaj hud gant ar pezh bet kavet ganti tro-war-dro. P’emañ oc’h ouzhpennañ tokoù-touseg ruz e-barzh ar chaodouron, e krog hennezh da zic’hlannañ, ha tarzhañ a...

Plijet bras-bras e vefe mab ar Groufalo da vont e-maez ar vougev a-benn gwelet ar c’hoadoù un tamm, met ne fell ket d’e dad e rafe. Gant ul loen spontus e c’hallfe en em gavet er-maez, Al logodenn vil vras a vez graet anezhi. Ur...

O vale emañ ul logodennig e-barzh koadoù du-pod. En em gavet a ra gant ul louarn, un toud hag ur sarpant, hag a gav dezhe ez afe-hi d’ober ur pred a-feson. Pedet eo da gaout he merenn gante, pep hini d’e dro. Met fin-kaer eo...

Hunvreal a ra an holl vroioù e gounit al Loar ha plantañ o banniel warni. Divizout a ra Solan ha Ludvig klask o chañs war bourzh ar fuzeenn savet gant Reodor. Setu neuze o kregiñ un avañtur dibar en egor ! Rann ziwezhañ troioù-kaer Solan ha...