Anaouder-Istitlañ

Gant skoazell rannvro Breizh

Pellgargañ

Tuto staliañ hag implij kentañ

Kinnig

Ur meziant frank hag open-source bet savet evit ma vefe aesoc'h krouiñ istitloù brezhoneg otomatek eo Anaouder-Istitlañ. Ennañ e c'heller ober meur a dra er memes etrefas : anavezout ar gomz, linennañ an destenn hag ar gomz, ha reizhañ ar skrid.

Diorroet eo bet ar meziant-mañ gant Gweltaz Duval-Guennoc, o kenlabourat gant Dizale. Implij a ra ur patrom anavezout ar gomz a zo bet pleustret evit ar brezhoneg oc'h implijout filmoù bet advouezhiet gant ar gevredigezh.

Gant an ostilh-mañ e c'heller genel buan istitloù resis a c'hello bezañ ezporzhiet gant furmadoù boutin. Reizhet e vez reizhskrivañ ar brezhoneg ivez.

Gant Anaouder-Istitlañ e c'hello an holl oberennoù kleweled brezhonek kaout istitloù en amzer-da-zont. Gant se e vo aesoc'h d'an dud a zo o teskiñ ar yezh, d'an enklaskerien ha d'an dud vouzar pe bounnerglev sellet ouzh an oberennoù brezhonek. Ha brasoc'h e teuio plas ar brezhoneg er bed niverel ivez.

Pal Anaouder-Istitlañ eo aesat ar mod da gaout danvez kleweled e brezhoneg. Gallout a ra bezañ implijet, studiet, azasaet pe rannet met ne c'hell ket, e mod ebet, bezañ gwerzhet pe lakaet en ur produ en ur produ evit gounit arc’hant. Ur mad foran eo spered ar raktres, ha n’eo ket kenwerzhel.

Lisañs : GNU GENERAL PUBLIC LICENSE