Author: Darempred Dizale

O treuziñ koadoù du emañ Tifenn vihan, e-barzh ur rederig a gas anezhi da ti-emzivaded renant gant Laeren, ur vaouez didruez. Taget eo ar rederig gant tri forban drouk. Plijet ken-ken eo Tifenn galonek oc’h ober anaoudegezh gante : ne vo ket rediet da vont...

Emañ Glen ha Morgana o chom gant o zad e lein un tour-tan war un enezenn vihan. Evit bout gwarezet diouzh dañjerioù ar mor e vezont kaset gant o mamm-gozh e kêr. Glen a zizoloio neuze ez eo e c’hoar vihan ur Selkie anezhi, ur...

En Iwerzhon an 9vet kantved, e-barzh abati kreñv Kells, emañ Brendan, ur manac’h yaouank daouzek vloaz, o vevañ. Roiñ an dorn a ra Brendan hag ar frered all da sevel ur voger-greñv, a dalvez da zifenn an abati a-enep d’ar Vikinged. C’est en Irlande au 9ème...

E deun ar c’hoadoù, e-lec’h ma vev loened gouez ha speredoù o fennoù loened, emañ ar Mab Kourjez, ur paotrig saovaj, o vevañ. Desavet eo gant e dad, ur pezh mell gwaz e varv ramz, chaseour meur ha debrer kig a bep seurt. Ur vevenn...

Natanael a vo 7 vloaz dizale, met ne oar ket lenn c’hoazh…Pa zo roet dezhañ da hêrezh, gant e voereb Eleonor, ul levraoueg gant kantadoù a levrioù eo dipitet-bras Natanael ! E pep kontadenn e vo roet ur sekred kaer-meurbet koulskoude : pa gouezh an noz,...

E bed boutin an arzed, e vez brud fall war an nen a gustum kamaradiñ gant al logod. Koulkoude e vo degemeret unan anezho gant Ernest, un arzh tev war ar riblenn, furlukin ha soner ma’z eo : Celestine vihan eo, un emzivadez he deus...

HERGEZ DIWAR C'HOULENN - DISPONIBLE SUR DEMANDE : ISTITLOÙ/SOUS-TITRES : GALLEG/FRANÇAIS Ur wech e oa un arzhig a vro Berou… Kerkoulz ha degouezhet e Londrez, en em gav gant ar familh Brown a ro dezhañ bod hag un anv nevez, Paddingon. Ha setu kroget an trubuilhoù !...

HERGEZ DIWAR C'HOULENN - DISPONIBLE SUR DEMANDE : ISTITLOÙ/SOUS-TITRES : GALLEG/FRANÇAIS Kaset eo Heidi, plac’hig yaouank emzivadez anezhi, da vevañ e menezioù Bro Suis gant he zad-kozh, un den outañ e-unan. Spontet gantañ da gentañ, e krog buan he c’halon da dommañ outañ. Gant he mignon...

HERGEZ DIWAR C'HOULENN - DISPONIBLE SUR DEMANDE : ISTITLOÙ/SOUS-TITRES : GALLEG/FRANÇAIS Penaos adijinañ ar marvailhoù en un doare fentus ha speredek war un dro…Lakaomp e vefe Kabellig Ruz ha Gwennerc’h mignonezed a-gozh…Hag e stourmfent a-gevret d’en em zizober diouzh preizherien varnaoniek pe diouzh ur vamm-gaer c’hoantoù...

HERGEZ DIWAR C'HOULENN - DISPONIBLE SUR DEMANDE : ISTITLOÙ/SOUS-TITRES : GALLEG/FRANÇAIS 1803, war aodoù Kerne-Veur…Kid, ur minor a 15 vloaz, a zeu a-benn da achap kuit eus ti an emzivaded e lec’h ma oa bac’het ’giz ur galeour. 1803, sur les côtes des Cornouailles. Un gamin de...