Author: Darempred Dizale

Emañ Yann Vazhig o chom er wezenn familh, gant Chann Vazhig Gaezh hag e re vihan, bizhierigoù koant, hag emañ o vont da vevañ troioù-kaer a vare-bloaz da vare-bloaz hag a gaso anezhañ pell diouzh ar gêr. Hag e adkavo e familh e koulz evit...

Kontañ a ra istor Razh an Hent-Bras troioù-kaer ur razh don e gof, sot gant ar gwastilli, ar c’houignoù, ar gwispidoù ha kement lipouzerezh sukret zo. En ur vont d’ar pevarlamm a-hed an hent-bras e klask war-lerc’h madigoù-dous da laerezh, betek na vefe trenket e...

O kampiñ ez eus ur sorserez jentil hag he c’hazh, e-kichen ul lenn. Dorloiñ a ra laouen ar sorserez ur meskaj hud gant ar pezh bet kavet ganti tro-war-dro. P’emañ oc’h ouzhpennañ tokoù-touseg ruz e-barzh ar chaodouron, e krog hennezh da zic’hlannañ, ha tarzhañ a...

Plijet bras-bras e vefe mab ar Groufalo da vont e-maez ar vougev a-benn gwelet ar c’hoadoù un tamm, met ne fell ket d’e dad e rafe. Gant ul loen spontus e c’hallfe en em gavet er-maez, Al logodenn vil vras a vez graet anezhi. Ur...

O vale emañ ul logodennig e-barzh koadoù du-pod. En em gavet a ra gant ul louarn, un toud hag ur sarpant, hag a gav dezhe ez afe-hi d’ober ur pred a-feson. Pedet eo da gaout he merenn gante, pep hini d’e dro. Met fin-kaer eo...

Hunvreal a ra an holl vroioù e gounit al Loar ha plantañ o banniel warni. Divizout a ra Solan ha Ludvig klask o chañs war bourzh ar fuzeenn savet gant Reodor. Setu neuze o kregiñ un avañtur dibar en egor ! Rann ziwezhañ troioù-kaer Solan ha...

Emañ an Nedeleg o tostaat e Flåklypa, hag o c’hortoz an erc’h emañ Solan ha Ludvig, evel ar gêriadenniz-all. Met siwazh dezho n’eus ket feson erc’h tamm ebet… Neuze e tiviz Reodor, ho mignon, sevel ur c’hanol erc’h galloudus meurbet ! Met pa lak rener...

Fellout a ra da Solan kemer perzh e redadeg vras ar formaj-laezh a lakao e gêriadenn da genstrivañ gant ar gêriadenn nes. Un digarez da ziskouez eo ur gwir gampion. Lakaat a ra dre guzh e klaoustre an ti e-lec’h m’emañ o chom asambles gant...

Dour beuz zo o vont da gouezhañ en-dro war an douar. Kelouiñ a reont ar vugale deus an dañjer o tont. Dont a ra Fiteven da vezañ un Noe a-vremañ neuze. Tud ha loened a vez hejet-dihejet e kerzh troioù kaer dic’hortoz… Une nouveau déluge s’abat...